N'eus forzh poent, deiz pe noz, ha n'eus forzh e pe amzer,
Koulz dindan ar yenien ha dindan an tommder,
Pa ra glav, pa 'z eus erc'h, kurun, avel, skorn, kazarc'h,
E vev er-maez gant netra, netra 'met ar glac'har ;
Glac'har e vuhez paour, poan e vuhez kriz meurbet,
Eus tarzh-an-deiz da serr-noz o c'houzañv penn-da-benn,
Gouzañv ar vourc'hizien a vallozh ouzh e welet
Ha digasted an dremenerien, setu e blanedenn
Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
E-pad ar goañv hag an nevez-amzer,
Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
E-pad an hañv hag an diskar-amzer.
Gwall bell zo n'en deus ken kousket klet en ur gwele
Abaoe m'en deus kollet labour ha tud karet ;
Pet mintin c'hoazh da zihuniñ war ar riblenn-straed,
Da glevet : « war-sav ! sac'h gwin, arabat chom aze ! »
Amañ pe e lec'h all, n'en deus neblec'h da vonet,
E hent 'zo un hent-dall, un hent riboul hep dibenn,
Reuzeudik eo e stad, e ene 'zo daonet,
Truezus eo e donkad ha kalet e steredenn
Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
E-pad ar goañv hag an nevez-amzer,
Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
E-pad an hañv hag an diskar-amzer.
Hag e-keit-se er skinwel 'vez gwelet
Ur c'hinniger treiñ ur rod alaouret
Ha lavaret d'an neb 'zo mat d'e glevet
Al loar, ar stered ...