.

Ar gêr a Is Lyrics

Petra 'zo nevez e Kêr Is ?
Ma 'z eo ken foll ar yaouankiz !
Ma klevan-me ar binioù,
Ar vombard hag an telennoù
Bodennoù drez 'zo diwanet
War dor an ilizoù prennet.
E Kêr Is n'eus nemet traoù kozh
Met an ebatoù-mañ 'vez bemnoz

D'o c'hwezek vloaz an holl verc'hed
N'o deus Doue 'met ar pec'hed
Ha da c'hober e gurunnen
E roont o c'haerañ rozenn

Ahes merc'h ar Roue Gralon
Tan an Ifern en he c'halon
Er penn kentañ deus an diroll
A gas d'he heul ar gêr da goll

Ha skuizh gant rebechoù he zad
Evit mont deus e zaoulagad,
He deus graet gant drouksperedoù
Ur palez kaer tost d'ar skluzioù
"Plijadur deoc'h er palez-mañ
Merc'hed jentil ha paotred skañv,
Plijadur deoc'h ha nozvezh gren "
Eme ar Priñs en ur antren

Ar Priñs a zouge dilhad ruz
E varv a oa hir ha du
E holl izili a virve
Hag e zaoulagad a zeve

Ha warne gant an holl en noazh
En ur ganañ : "mallozh d'ar groaz ! "
Reas en seizh stumm disheñvel
Dañsoù ar seizh pec'hed marvel
"Ma dousig koant, merc'h da c'hGralon
Ha muiañ-karet va c'halon,
Ha n'hellfen ket en enep giz
Gwelout alc'houez skluzioù Kêr Is ? "

Piv a deu du-hont gant ar ru
Pignet war un inkane du ?
Hag eñ d'an daoulamm war e gein
Ken a strink an tan deus ar vein ?

"Gralon, Gralon, sav hepdale !
Sav evit heuliañ Gwenole,
Sav evit tec'hel deus ar mor,
Skluzioù Kêr Is a zo digor"
Bremañ aet eo Mari-Morgan
Ahes, diouzh sked al loar, a gan
A gan hag en ur vousc'h***zhin
A grib er mor he blev bezhin
Report lyrics
Dalc'homp mat ! (2001)