.

14/07 Lyrics

N'eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh
Deiz ar pevarzek a viz Gouhere
N'eus ket tu, ne c'hellan ket padout ouzh
Trouz ar botoù o vale a-gevret
Pa oan yaouank e kaven diaes,
Dija, sellout ouzh an tan-arvest
Ha morse ne vijen aet da zañsal,
Zoken ma vije bet koant-tre ar plac'h ...
D'ar pevarzek a viz Gouhere
N'eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh
Deiz ar pevarzek a viz Gouhere
N'eus ket tu, ne c'hellan ket padout ouzh
Sonerezh-folkloraj an arme
Pa oan yaouank e vanen kousket
En ur sellout ouzh an dibunadeg
Ha morse ne vijen aet da zañsal,
Zoken ma vije bet koant-tre ar plac'h ...
D'ar pevarzek a viz Gouhere
Nann, nann, nann, nann,
Ar pemzek, buan !
Report lyrics
Milendall (2004)
Bro gozh ma zadoù Dazont ebet Ar c'hortoz Er-maez 14/07 Bec'h dezhi Ar sorserez Bouzar, dall ha mut Deiz pe zeiz Sac'h kaoc'h Ar gorrandonez Mil-hent-dall