.

Ar mab-laer Lyrics

Ganet em eus seizh mab dispar
Ganto siwazh 'm eus 'met glac'har

Ganto siwazh 'm eus 'met mizer
Gwelet anezho leuriañ er gêr
Gwelet anezho leuriañ en ti
Hed ar sizhun da vakañsiñ

Gwelet 'nezho gant an RMI
'Gavont neblec'h da labouriñ

'Gavont neblec'h da labourat
Daoust dezho bout diplomet mat

Daoust dezho holl bout diplomet
Met ar Benoni n'eo ket
Met ar Benoni n'eo ket
Gantañ avat n'on ket nec'het !

Lezirek eo ha merc'hetaer
Hag ouzhpenn-se eo 'tamm laer

Hag ouzhpenn-se eo 'tamm treitour
Er politik 'kavo labour

Er politik 'kavo labour
'Vevo en arc'hant hag en aour
'Vit 'r pennoù vras 'barzh ar vro-mañ
An enkadenn ne cheñch netra

Ne cheñch netra an enkadenn
'Vijent re ruz o pe re wenn

'Vijent re ruz o pe re wenn
'N em glevont mat war ar chupenn

'Vijent re wenn o pe re ruz
Memes chakod eus a bep tu

Memes chakod don ha ledan
Da laerezh ar re vihan
Report lyrics
Best of Denez (2011)
Gortoz a Ran Ar Mab-Laer E Garnison Geotenn Ar Marv Melezouriou-Glav Son Alma Ata A-Drenv Va Zi Evit Netra Gwerz Kiev Ar Rannou N'Eus Forzh Copsa Mica E Trouz Ar Ger / Dans Le Bruit de La Ville E Ti Eliz Iza