.

Marv ma mestrez Lyrics

Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin
Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin
Eno ma ven kavet atristet gant ar glac'har
'Soñjal 'barzh ma mestrez a zo aet d'an douar
Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fiziañs
Marv ma flijadur ha toud ma holl esperañs
Biken 'm bije soñjet hag ar marv a teuje
Da lemel diganin ma dous, ma c'harantez
Deus poanioù ar bed-mañ, fuzulhioù ha sabrennoù
Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma deizioù
Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma buhez
'vit ma'c'h in d'ar bed all war-lerc'h ma c'harantez

C'h***vez a ra ganin evel gant ur marc'hadour
En deus ur vatimant da navigiñ war ar mor
Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa
Ma doucho da Gernev ma ranko perisañ
Report lyrics