'm eus soñj eus un amzer, un amzer dremenet
Pa oa martoloded e porzh an Naoned
O kanañ 'kreiz an noz o dienez o danvez.
O kanañ da dommañ spered ar merc'hed.
A-wechoù e klevan e c'hwezh an avel
Kanaouennoù ar vartoloded.

Pa oa martoloded e porzh an Naoned.

Pa ruilhe dour e kêr pep straed 'vel ur wazhienn,
Hag ar stêr a rede a-hed an tiez gwenn,
O reiñ buhez eus enezenn d'enezenn.
Bremañ e lec'h an enez gozh ne welan nemet
Ul lestr skoet e-kreiz ur gouelec'h.

Pa ruilhe dour e kêr pep straed 'vel ur wazhienn.
Ha pa'z eo aet 'n amzer-se, an amzer dremenet,
Kanet 'vez c'hoazh hiziv sonioù ar vartoloded,
O soñjal e skeudenn peuzankounac'haet
Ur gêr-benn ganet tro-war-dro d'ar c'hember.
An dour a red, mignon, ne ra droug da zen ebet
Fenoz ar stêr a vo gwall-uhel,
'vel gwechall pa ruilhe an dour e pep straed,