.

Polka: Joli Coucou Lyrics

Me zo ganet ba Gemene
O, joli coucou
Me zo ganet ba Gemene
O, joli coucou
Ma zad, ma mamm a oa ivez
Joli, joli coucou
Ma zad, ma mamm a oa ivez
O, joli coucou
Ma zad, ma mamm 'nivoa madoù
Da gas ac'hanon d'ar skolajoù

D'ar skolajoù 'vit bout beleg
Ma c'halon baour permeta ket

D'ar skolajoù 'vit bout manac'h
Ma c'halon 'noa dezir ur plac'h
Ha p'ae ar re all da bediñ
Me deue war ar ruioù da c'h***i

Ha p'ae ar re all 'barzh ar c'hlas
Me deue war ar ruioù da c'h***i las

Ma zad, ma mamm p'o doe klevet
Na peseurt fripon 'doe-int maget

'Nivoa skrivet din ul lizher
Da zont d'ar gêr da chañch micher
Kerse oa gant ma c'hostioù
Labourat trañchoù ha palioù

Kichen oe bout ba'r seminer
Lakaat pluñv liv war ar paper

Oan ket bet pell ba ti ma zad
'Moa dibochet merc'h un oc'h mat

Ur plac'h a bemp kant skoed ar blé
Ha me 'moa kement-all ivez

En o'r ur bloaz oa lipet toud
Ha sac'h ar person war ma choug
Report lyrics
Fest-noz à Botcôl (1999)
Ton kentan: Kimiad ar zoudard yaouank Bal : Klevet'm eus aliez larent... Ton diwezhan: Martolod Trebrivan Kost ar c'hoat: Perrez Kanihuel Polka: Joli Coucou Ton kentan: Ar minor Bal: Un ti bihan Ton diwezhan: Apollon Gwerz: Ar wezenn avaloù Pach pi: Deomp da unan Ton kentan: An daou vreur Bal Ton diwezhan: Ar martolod yaouank Gwerz; An aotrou Kergwezeg Scottish: Ar miliner Polka plinn Al lutun Ton kentan: Katel Floc'h Bal: Disul d'ar beure Ton diwezhan: Ar marc'hadour bihan
Top Les Frères Morvan Lyrics