.

E garnison Lyrics

Ur plac'h yaouank diwar ar maez (bis)
Oa aet d'ar vilin un nozvezh

'toull ar vilin p'oa erruet
ar miliner a oa kousket :
« petra'zo ganeoc'h 'n ho sarc'had
ma erruit ken diwezhat ?

Kerc'h ha segal ha gwinizh du
Eman ar vilin war he zu

'zo war he zu pe n'eman ket
ho sac'had'c'hwi a vo malet (bis)

Ha dre ma kouezh ar greun / er gern
Ar miliner a boke ferm

Ha dre ma kouezh ar greun er bank
Ar miliner a boke stank
Ha dre ma kouezh ar greun er sac'h
Ar miliner ' boke d'ar plac'h

« hola hola 'ta miliner
torret'peus las ma zavancher !

kemenerien a zo er vro
c'hwi a glasko ha me baio !

seitek devezh ha triwec'h miz
'oa aet an aotrou da Bariz
a benn ma tistroas d'ar ger
'oa chenchamant'barzh ar maner (tri)

(« chenchamant'zo er maner-man
ha ma itron, pelec'h eman ?

aze'man er gambr uhelan
'tomman he mab an terruplan

ur paotr bihan glas e lagad
n'oar ket piv a oa e dad

n'oar ket piv a oa e dad
ar miliner a ouie mat. )
Report lyrics
Best of Denez (2011)
Gortoz a Ran Ar Mab-Laer E Garnison Geotenn Ar Marv Melezouriou-Glav Son Alma Ata A-Drenv Va Zi Evit Netra Gwerz Kiev Ar Rannou N'Eus Forzh Copsa Mica E Trouz Ar Ger / Dans Le Bruit de La Ville E Ti Eliz Iza