.

E trouz ar gêr Lyrics

E trouz ar gêr ma'z on bac'het
Ma mouezh a oar sevel bepred

N'eus ket un deiz na ganfe ket
'Tra all d'am dizoanian er bed
Netra all nann d'am dizoanian
Pa 'deus 'r bed-mañ laeret din pep tra

Laeret din skeud an avel
Kan ar c'houmoul, tan an dremwel

War ar c'hleuziou koroll ar gwe(z)
Laeret din loarioù an de(iz)

Laeret din hadenn an noz
Hag heñtoù don ar brulu roz

Laeret din an dour-derv
Glizh ar mintin, glaz ar prado'

Laeret din ma yezh, ma bro

N'eus ket un deiz na kanfen ket
Da zisoñjal reuzioù ar bed

Er skol'm eus desket kement 'draoù
'Lodig 'zo gwir, 'lod bras 'zo gaoù

Er skol 'm eus desket kement 'draoù
E oa divuhez an dour-sav
'Oa divuhez an dour-melar
'Oa mut ar mein, bouzar an douar

'Oa tomm an tan ha glas ar bed
Pa'z eo ruz ha ruz meurbet

Ruz pa sav an heol er beure
Ha ruz pa guzh en arbadae(z)

Ruz ar stered ha ruz al louar
Ruz an aezhenn, ruz al latar

Ruz ar brini war ar stignoù
Ha ruz ar glav er magedoù

Ruz an terdu ha ruz-poazh
Ha ruz ar mor'm eus gwel't biskoazh
Ruz eo ar bed a ruziañ 'ra
Bemdez bemnoz muoc'h-muian

Me 'glev ur son en avel foll
Hag hi ken nerzhus hag an heol

Hag hi ken splann hag al loar
Hag hi ken taer ha tan an douar

Ur wech hepken eo bet kanet
Ur wech hepken e deroù-bed

E deroù-bed e liñ vadenn
An eil gwech 'vezo e dibenn

A bep amzer hep mije c'hoant
Ma muzelloù a glask ar c'han

Ma muzelloù a glask ar son
Ha se a ra din kalz a aon

Ha se ra din kalz a aon
Ha memes tro joa em c'halon
Report lyrics
Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour (1997)
An droug-red An hentoù adkavet Copsa mica (lodenn 1) Copsa mica (lodenn 2) Brall ar rodoù E trouz ar gêr Ur fulenn aour Kereñvor An iliz ruz Al lagad foll Ar wezenn-dar Ar rannoù