.

Hebrides Lyrics

Selaouit ta tud yaouañk, ive ar re gosa
Eur zoun neves koumpozet emaon e vond da gana
Eur zoun neves koumpozet emaon e vond da gane
Ha ma vez kountan an dud e vo eun ali da choude
Ar merched a oa gwechal diseñvel, diouz ar baotred
Ya, med an deiz a herio an daou a vez kemesket

Var plasenou'vel er ruiou e vez gwelet alies
Ar merched gand our bragou gand an amzer neves

Er cheriou'vel er meziou peplec'h co memestra
Ma vez glao, ma vez eol ne cheñch ked kalz a dra
Ar baotred gand gwalenou, ar mer'hed gand bleo touzet
Ar merc'hed ec'h eva gwin ha kafe gand ar baotred

Ar merc'hed e riboulad e barz an ostaliri
Ar baotred chomet er gear e torcha al listri

Eur vech memes em euz gwolet e kichen poulaouen
Eur plac'h gand eur c'horn butum varhe fenh eur c'hasketen
Ar gwasa toud'oa an deiz all e pares landelo,
Eur plac ' hig a drivec'h bloaz e vlenia eur moto

Ha ganti botchou uhel dimeuz ar re transparan
' Vid ma velche an holl dud he zatouage liv ardan

' Vid echui paotred yaouank pa zit da verc'heta,
Diwallit, diwallit mad, bremañ da fazia

Diwallit, diwallit mad, bremañ da fazia
Ha sellit hag adsellit mad an hini'peuz c'hoan da genta
Report lyrics
Dao Dezi (1994)
Hebrides La jument de Mishao Kokerikero Ti eliz isa Tri martolod The King of the Fairies Gaspesie An tri breur Pop plinn 11.11.93 Digor