.

Diwanit Bugale (Live) Lyrics

Didostait bugale
Ar serr-noz hag ar gouloù deiz
Roit kalon din-me
Aon 'm eus rak hon dazont
Tomm eo d'ho kalonoù
Furnezioù ar re a-ziwar ar maez
Hag ar c'hleunioù o tihunin
War an douaroù 'tro al lenn du
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh
Diwanit bugale laouen
Ar menezioù melen
Gant hiraezh d'hor gouelioù kent
'Tre ho tiweuzoù ar wirionez
Diwanit bugale
Gleb ho taoulagadoù dre forzh c'h***zhin
Ha didrouz ho klac'harioù
Diwanit bugale
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh
Report lyrics