"Ar bennherez a Geroulas
He deus hiriv plijadur vras
O tougen ur sae satin gwenn
Ha bokedoù aour war he fenn
Ned eo ket botoù lasenet
Boas ar bennherez da gaouet
Boteier seiz ha loeroù glas
Boas ur bennherez Keroulas"
Evel-se a gomzed er sal
Pa zeue 'r bennherez er bal
Rak markiz Melz oa erruet
Gant he vamm hag heul bras-meurbet
"Me garje bezañ koulmig c'hlas
War an doenn a Geroulas
Evit klevet ar gomplidi
Etre he vamm ha va hini
Me a gren gant pezh a welan
N'eo ket hep soñj int deut amañ
Eus a Gernev, pa zo en ti
Ur bennherez da zimeziñ
Gant he vad hag he anv brudet
Ar markiz-se din na blij ket
Hogen Kerdomas pellik zo
A garan, a garin atav"
Nec'het oa ivez Kerdomas
Gant an dud deut da Geroulas
Karout eure ar bennherez
Hag a lavare alies :
"Me garje bezañ eostig-noz
Er jardin war ur bodig roz
Pa zeufe da zastum bleunioù
Ni 'n em welfe eno hon-daou
Ma garje bezañ krakhouad
War al lenn a walc'h he dilhad
Evit glebiañ va daoulagad
Gant an dour a c'hleb he daoudroad"
He deus hiriv plijadur vras
O tougen ur sae satin gwenn
Ha bokedoù aour war he fenn
Ned eo ket botoù lasenet
Boas ar bennherez da gaouet
Boteier seiz ha loeroù glas
Boas ur bennherez Keroulas"
Evel-se a gomzed er sal
Pa zeue 'r bennherez er bal
Rak markiz Melz oa erruet
Gant he vamm hag heul bras-meurbet
"Me garje bezañ koulmig c'hlas
War an doenn a Geroulas
Evit klevet ar gomplidi
Etre he vamm ha va hini
Me a gren gant pezh a welan
N'eo ket hep soñj int deut amañ
Eus a Gernev, pa zo en ti
Ur bennherez da zimeziñ
Gant he vad hag he anv brudet
Ar markiz-se din na blij ket
Hogen Kerdomas pellik zo
A garan, a garin atav"
Nec'het oa ivez Kerdomas
Gant an dud deut da Geroulas
Karout eure ar bennherez
Hag a lavare alies :
"Me garje bezañ eostig-noz
Er jardin war ur bodig roz
Pa zeufe da zastum bleunioù
Ni 'n em welfe eno hon-daou
Ma garje bezañ krakhouad
War al lenn a walc'h he dilhad
Evit glebiañ va daoulagad
Gant an dour a c'hleb he daoudroad"