Ann aotro 'r c'hont hag he briet
Iaouankik mad 'zo dimezet;
Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nao miz gwillioudet.
'N aotro ar c'hont a c'houlenne
Euz he briet, un deiz a oe:
- Ma friet, d'in-me lavaret
Petra digan-in c'hoantaët?-
- Un tam kig glujar pe kig gad
A c'houlennann, dimeus ar c'hoad.
An aotro 'r c'hont, p'hen euz klewet,
En he fuzul ez eo krôget ;
En he fuzul ez eo krôget,
Da ober ur bale eo et.
E-bars ar c'hoad p'eo antreet,
Kornandonez gant-han digwet:
- Deiz-mad d'ac'h-c'hui, aotro ar c'hont,
Me oa pell-zo 'klask ho rankontr;
Brema p'am euz ho rankontret,
Eureuji d'in-me a renkfet. -
- Eureuji d'ac'h-c'hui na rinn ket,
Rag me 'zo newez-dimezet;
Rag me 'zo newez-dimezet,
Ma groeg 'n noz-ma gwillioudet.-
- Daoust d'ac'h pe verwell 'dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele;
Merwell endann ann tri de-man,
Pe chomm seiz bloas war h' kwele klan.-
- Gwell ganin merwell 'dann tri de,
'Wit chomm seiz bloas war ma gwele;
Rag ma groegik a zo iaouank'
'Defe ganin kalz nec'hamant. -
Iaouankik mad 'zo dimezet;
Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nao miz gwillioudet.
'N aotro ar c'hont a c'houlenne
Euz he briet, un deiz a oe:
- Ma friet, d'in-me lavaret
Petra digan-in c'hoantaët?-
- Un tam kig glujar pe kig gad
A c'houlennann, dimeus ar c'hoad.
An aotro 'r c'hont, p'hen euz klewet,
En he fuzul ez eo krôget ;
En he fuzul ez eo krôget,
Da ober ur bale eo et.
E-bars ar c'hoad p'eo antreet,
Kornandonez gant-han digwet:
- Deiz-mad d'ac'h-c'hui, aotro ar c'hont,
Me oa pell-zo 'klask ho rankontr;
Brema p'am euz ho rankontret,
Eureuji d'in-me a renkfet. -
- Eureuji d'ac'h-c'hui na rinn ket,
Rag me 'zo newez-dimezet;
Rag me 'zo newez-dimezet,
Ma groeg 'n noz-ma gwillioudet.-
- Daoust d'ac'h pe verwell 'dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele;
Merwell endann ann tri de-man,
Pe chomm seiz bloas war h' kwele klan.-
- Gwell ganin merwell 'dann tri de,
'Wit chomm seiz bloas war ma gwele;
Rag ma groegik a zo iaouank'
'Defe ganin kalz nec'hamant. -